C'hoarioù Etrekeltieck War Vor   

 

   Jeux Nautiques interceltiques       19 au 25 Juillet 2003

Bretagne, Finistère, Pays de Morlaix
Degemer
Résultats
Photos
Programm
Lec'hiadoù
Presse
Titouroù pleustrek
Marché celte
Cérémonie d'ouverture
     Marylise Lebranchu
     Bernard de Cadenet
     Annick Le Loc'h
Partenaires
liens
Skoazell
Yezhoù
Email : Contact
 
Print
 
Sintezenn prezegenn an Itron Marylise Lebranchu

Hetiñ a ra an Itron Marylise Lebranchu, bet ministrez, Prezidantez Kumuniezh Tolpad-kêrioù Montroulez, degemer mat e Breizh d'an holl sportourien, d'an holl re zo deuet ganto ha d'an holl re a blijo dezho o stourmadennoù a beoc'h.
Trugarekaat a ra ivez an holl re o deus aozet gouel bras ar C'hoarioù Etrekeltiek War Vor, ar vekenazed prevez ha foran zo bet tu da grouiñ ar gouel-mañ a-drugarez dezho.

Degas a ra da soñj deomp :
  • eo bet taer-ruz an traoù er bed evidomp-holl er bloaz-mañ ur wech c'hoazh, hon eus bet emzalc'hioù stroll pe hiniennel disheñvel evit a sell an doareoù da ziskoulmañ kudenn pe gudenn. Met a-drugarez d'al liammoù zo etrezomp-ni e c'hallomp lavaret holl asambles ez eo dre hon hêrezhioù sevenadurel omp digor mat war ar sevenadurioù all.
  • ar Gelted eo o deus lakaet an identelezh rannet da dalvezout kement. Amañ, dre ar sport hag ar gouel, e c'hallomp adlavaret holl asambles ez eo ar sevenadur, anavezet ha talvoudekaet, na pa vefe eus ar vro pe deuet eus broioù all, pe ar sevenadur o vevañ e lec'h all, un arm hep e bar evit stourm a-enep d'an dañjerioù kumuniezhel. Start-tre eo bet da Vreizh kavout nerzh ha lorc'h enni. Breizh zo lorc'h enni hiziv an deiz o tiskouez d'an dud pedet ganti pegen mennet eo da vezañ ul lodenn eus Frañs, eus Europa, eus ar bed, hep koll lod eus hec'h identelezh met o reiñ d'ar re all evit ar peoc'h hag ar frankiz rannet.