C'hoarioù Etrekeltieck War Vor   

 

   Jeux Nautiques interceltiques       19 au 25 Juillet 2003

Bretagne, Finistère, Pays de Morlaix
Degemer
Résultats
Photos
Programm
Lec'hiadoù
Presse
Titouroù pleustrek
Marché celte
Cérémonie d'ouverture
     Marylise Lebranchu
     Bernard de Cadenet
     Annick Le Loc'h
Partenaires
liens
Skoazell
Yezhoù
Email : Contact
 
Print
 
Sintezenn prezegenn Annick LE LOCH

An Itron Annick LE LOCH, Besprezidantez ar C'huzul-departamant ha Prezidantez ar gevredigezh Bageal e Penn-ar-Bed war un dro, dileuriet ganti ar Strollad Aozañ, he deus degaset da soñj da gentañ-penn eus orin ar C'hoarioù Etrekeltiek war Vor bet aozet e 1995 e Gourenez Kraozon evit ar wech kentañ.

Embannet he deus da-heul pegen laouen e oa-hi o welet kement a obererien eus Penn-ar-Bed hag a obererien vreizhat all oc'h ober o seizh gwellañ evit ma raio berzh an 9vet darvoud sportel-mañ.

Pouezet he deus kalz oc'h embann pegen laouen e oa o welet 12 embregerezh prevez gouestlet da genlabourat gant Bageal e Penn-ar-Bed, Bageal e Breizh, ar C'huzul-rannvro, ar C'huzul-departamant, Kumuniezh Kumunioù ha tolpad-kêrioù Bro-Vontroulez ha Gorre ar Vro-Vigoudenn, a aoz ar gouel-mañ.

A-hend-all he deus degaset da soñj emañ Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Montroulez o labourat da vat, dre arc'hantaouiñ evit darn ha dre aozañ ar Marc'had Keltiek, ma vo graet an eskemmoù ekonomikel kentañ lakaet da wir e-stern ar C'hoarioù bet aozet etre hor broioù.

Kadarnaet he deus, a-benn ar fin, pegen pouezus eo diorren ar filierenn verdeiñ evit Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha lavaret he deus d'an dileuridigezhioù ez eus youl gant departamant Penn-ar-Bed da sevel asambles un Europa geltiek hag un Europa troet war-du ar merdeiñ.
© 2003 Layline Développement